Un arload ofisiel kinniget gant Kastell duged Breizh, mirdi istor Naoned
Dizoleiñ kastell Anna Vreizh, un hentad videoheñchet eus Kastell duged Breizh
Gant an dug Frañsez II hag e verc’h Anna Vreizh e voe savet ar c’hastell e-kreiz al lodenn goshañ eus Naoned. Palez an dug e maen tuf gwenn-kann ha kinklet kaer zo disheñvel bras diouzh ar mogerioù-difenn rust zo tro-dro. Evit lakaat ac’hanoc’h da glevet istor ar palez-kreñv e vo pemp kompagnun asambles ganeoc’h : ur soudard da Frañsez II dug Breizh, un itron a gompagnunezh da Anna Vreizh, ur prizoniad saoz, ur mouskeder da Loeiz XIV hag un daneveller. Int a sacho hoc’h evezh war munudoù eus ar savouriezh. A-hed ho kweladenn eus ar c’hastell e vo luc’hskeudennoù heñchañ evit sikour ac’hanoc’h da gavout ho hent er-maez hag e-barzh salioù ar c’hastell.
An danvez-se a c’heller kaout ivez war videoheñcherioù da feurmiñ pe da bellgargañ digoust dre wi-fi e sal-degemer ar mirdi.